Er Scorv

27/07/2015 21:15

El ur vammenn m'eus komanset

Tré er rohaou m'eus achapet

Mé réda skler, ha hémb dihan

Dré diskenaou er Morbihan.

Me halipa bar' pradaou glaz

Dihan er gwhé, héd en hénn' praz

Plijadur m'eus gwhél er méziad

Noz, déiz pourmen hémb dihannad.


 

Bénn diskenan koad Pont-Kiélek

D'en douristed kannan galleg ;

O chifonnad, me gana hoah

Med brehoneg ba Gellegouarh

Ba diskenn vraz, el zaoud vrekenn,

Me dour zailla, a ya ken ken

De n'em véeuien doh et vilin

Evidkas d'oh mouérh er bleudfin.


 

Benn digouan baren Arhannaou,

En tier splann el goulaou.

Me halon hucha, lan a joé :

« Laket nein d'arestel, man Doué »

Med tao ken gwénn el er argant,

Berpred yahuz, luhad el tan,

Me dour skluimpa doh er rohaou

Rog rédeindidan Pont Kerlaou.


 

Doh er pont-ce, en douristed

Vez sell lugern en diluhed,

Zouhet de wél yéod plégein.